40%, 70cl
Aozet diouzh mod hengounel Breizh ez eo lakaet hon Lambig fin Breizh da gozhañ e fustoù koad derv ha tanavet e 40°. Laoskel a ra ur c’hwezh fresk met soupl hag aes memestra. Blaz ha c’hwezh an aval o paouez kouezhañ diwar ar wezenn zo gantañ.
Notenn tañva
Liv : Aour
Fri : Frondoù kreñv. Notennoù bleunioù (roz ha jasmin) ha c’hwezh frouezh ar yod avaloù da heul.
Genou : Da gentañ blaz dous.
Dibenn : Bliv ha frouezh-blazet.
43%, 70cl
Aozet eo bet al lambig Fine Etoile evit ar re a blij dezhe an evajoù kreñv. Kozhet eo bet e fustoù koad derv al Limousin a ro dezhi notennoù koad skañv. Degas a ra soñj deus an dartezenn avaloù o tont maez deus ar forn gant aromoù karamel skañv.
Notennoù Tañva
Liv : Goularz
Fri : Kemplezh brav ha nerzhus. Aval darev, lireu hag un tamm pebr
Genou : Da gentañ c’hwek-mat. Ront ha sukret. Kempouez an avaloù, ar bleunioù, ar spisoù en em gav e-barzh un ampled brav.
Dibenn : Hirder brav, c’hwek ha frouezh-blazet. C’hwerv un tamm.
17%, 70cl
An avaleg a Vreizh zo ur gwir digor-kalon hengounel er vro. Disoc’h ur mod mirout implijet alies e menajoù ar teroueroù e lec’h ma vez graet jistr eo. Goude bezañ lakaet da gozhañ e-pad 14 miz da nebeutañ e vez prest da vezañ evet. Graet gant ur meskaj 25 % Fine Bretagne – Lambig Fin Breizh ha 75 % fro avaloù ez eo disoc’h ur gouzout-ober hag un hengoun artizanel.
Evit ober an avaleg Pommeau de Bretagne Vieille Réserve, hon eus dibabet fustadoù koshañ ar strilherezh. Graet diwar dastumadoù gwellañ ar bloavezhioù diwezhañ, e plijo deoc’h an avaleg « Vieille Réserve » gant e vlaz don ha tomm.
Un avaleg a Vreizh AOK zo bet degaset dezhañ ur binvidigezh ha perzhioù soutil gant bloavezhioù kozhañ e fustoù koad derv.
Tañva
Mat-kaer evit un digor-kalon mod Breizh hengounel pe da vont gant meuzioù : souezhus gant an avu druz hag ar c’hig gwenn ; lipous en dibenn-pred gant ur wastell chocolad pe un dartezenn avaloù.
17%, 70cl
Avaleg breizhek zo ur gwir digor-kalon hengounel e Breizh. Disoc’h ur mod mirout implijet alies e menajoù ar teroueroù e lec’h ma vez graet jistr eo. Goude bezañ lakaet da gozhañ e-pad 14 miz da nebeutañ e vez prest da vezañ evet.
Meur a ouenn avaloù deus gwerjeoù tro-war-dro ar strilherezh ac’h a d’ober hon avaleg breizhek KER. Graet gant ur meskaj 25 % Fine Bretagne – Lambig Fin Breizh ha 75 % fro avaloù ez eo disoc’h ur gouzout-ober hag un hengoun artizanel.
Tañva
Mat-kaer evit un digor-kalon mod Breizh hengounel pe da vont gant meuzioù : souezhus gant an avu druz hag ar c’hig gwenn ; lipous en dibenn-pred gant ur wastell chocolad pe un dartezenn avaloù.