Lundi au Vendredi  : 10:00 – 12:30     14:00 – 18:30
(17:30 de octobre à mars)

Samedi (juillet/août) : 10:00 – 12:30     14:00 – 18:30

La distillerie est ouverte toute l’année, et aux jours fériés suivants: jeudi de l’Ascension, lundi de Pentecôte, 14 juillet, 15 août.


+33(0)2 96 37 00 08



 

+33(0)2 96 37 00 08

 


 

Distillerie Warenghem – Route de Guingamp, Boutill, 22300 Lannion

 



info@distillerie-warenghem.com

 

 


 

 

Ar stal

 

Image thumbnail

AMPARTIZ

Pazennoù fardadur ar « Fine Bretagne ».

Eostiñ an avaloù, a vez produet e gwerjezoù Gilles Leizour, pe prenet war-eeun e ‘ergerzh berr’ digant al labourer-douar, a grog adalek fin miz gwengolo hag e teu a-benn e fin miz here. An avaloù erruet en uzin lambig a heuilh un argerzh hir chañchamant a hervez ar modoù fardañ hengounel breton, a-raok boutailhañ al lambig er fin.

Ar gwerjezoù hag an douaroù

An avaloù dibabet a zeu eus gwerjezoù Gilles Leizour, lec’hiet e Tonkedeg, ha gwerjezoù all tostoc’h d’an uzin lambig.

Ar gwerjezoù a zo plantet e parzhioù bevennet mat gant an anvadur orin kontrollet evit kalite an douar hag al lec’hiadur tu-heol, ar pezh a warantis ar gwellañ trevad posubl.

Ur wech azv an avaloù a vez kutuilhet.

Ar gwaskadur

Da heuliañ an eostiñ, e vez kaset an avaloù betek an uzin lambig evid bezañ gwasket, bep a ouenn en he zro. Un dibab leun a aket a bermet delc’her ar gwellañ avaloù evit kaout froioù eus an dibab.

Ar goadur

Ar froioù diwar ar gwaskadur a vez lakaet da c’hoiñ e-pad kalz mizvezhioù, da roiñ amzer d’ar frondoù da ziorren hag ar sukr da droiñ e alkol. E fin koulzad ar goadur, ar sistr tonket da vezañ strilhet a c’hle diskouezh ez naturel 5% d’an nebeutañ.

Ar strilhadur

Ur wech echuet ar goadur, e teu ar c’houlz da strilhañ. Evel ur sin eus fealded istorel an uzin lambig d’evachoù kreñv ar Vretoned, ur strilherezh kouevr kozh a vez implijet neuze. E form ur golonenn, tommet gant ur flamm noazh ha gant kalz pladennoù a bermet puraat al lambig sistr produet, hennezh a strilh hep ehan, o tennañ an alkol purañ hag ar bravañ frondoù.

Ar c’hosaat

Koshaet e vez ar « Fine Bretagne » e magazennoù uzin lambig Warengehm e-pad 18 miz d’an nebeutañ.

Implijout a ra an uzin lambig fustoù ha botoù (barrikennoù braz) e koad derv, a zo pozed er magazennoù e-lec’h-ma tigas hin Vreizh he spered.

Ar « Pommeau de Bretagne »

Kammed an harzadur a c’houlenn ouzhpennañ lambig breton da fro an avaloù a zo o paouez bezañ gwasket. Se a laka ar goadur da baoueziñ ha da stabilaat ar produ a-raok ar bodadur ha lakaat anezhañ e fust. Al lambig sistr implijet er c’hammed-mañ a zo bet koshaet e fustoù derv e-pad 12 miz. Ar bodadur a vez graet war-lerc’h gant mestr-asamblour an uzin lambig, a zibab ar gwellañ pommoioù bet krouet evit pep gouenn avaloù evit kavout ar blaz parfet hag evit krouiñ « Ker » (« Pommeau de Bretagne » AOK).