Lundi au Vendredi  : 10:00 – 12:30     14:00 – 18:30
(17:30 de octobre à mars)

Samedi (juillet/août) : 10:00 – 12:30     14:00 – 18:30

La distillerie est ouverte toute l’année, et aux jours fériés suivants: jeudi de l’Ascension, lundi de Pentecôte, 14 juillet, 15 août.


+33(0)2 96 37 00 08



 

+33(0)2 96 37 00 08

 


 

Distillerie Warenghem – Route de Guingamp, Boutill, 22300 Lannion

 



info@distillerie-warenghem.com

 

 


 

 

Ar stal

 

Image thumbnail

UZIN LAMBIG

ISTOR AN UZIN LAMBIG

1AÑ A VIZ GOUERE 1900

An uzin lambig oa lañset gant Léon Warenghem asambles gant krouidigezh an « Elixir d’Armorique ».

An uzin lambig a oa savet e Lannuon, war arvor ar vein ruz, gant ar familh Warenghem e fin an XIXvet kantvet. Léon Warenghem, ar fondatour, deuet eus hanter-noz ar Frañs, hag e heritourien, o doa bet kentañ gonidoù an uzin lambig dre o likeurioù plant. Elixir d’Armorique (‘dour a vuhez an arvor’), ur meskach 35 plantenn, a oa produ anavezetañ an uzin, roet prizioù a beb seurt dezhañ e diskouezadegoù etrebroadel ar mare, hag ur brud vad etrebroadel, dre-holl an tu all d’ar mor Atlantel. Bepred e vez graet an Elixir ba’n uzin.

1919

Henri Warenghem, a heuil e dad hag a zalc’h gant al labour komañset gant al likeurioù.

Henri Warenghem a zalc’h da grouiñ likeurioù hag astenn niver produioù an uzin lambig gant likeur ment, kasi ha memez unan graet ga lambig kerez. An uzin a ra brud dezhi hec’h unan dre rouedadoù groserien ha marc’hadourien win kornôg ar Frañs.

1967

Paul-Henri Warenghem a en em geñver gant Yves Leizour. An uzin lambig a zo diblaset da dachenn mammenn Rest Avel.

E 1967, Paul-Henri, an hini diwezhañ eus gouenn ar Warenghemed, a en em geñver gant Yves Leizour. Kresk a reont niver al likeurioù istorel ha heuliañ a reont diorroadur ar pennañ tier gwerzañ e Breizh. E 1974, Paul-Henri Warenghem hag Yves Leizour o deus dilojet an uzin lambig diouzh kreiz Lannuon e antre kêr da lec’hiañ anezhi pil war-c’horre mammenn Rest Avel, ``demeurañs an avel``.

1981

Gilles Leizour a zeu da vezañ rener an uzin lambig gant ar gefridi da fardañ evachoù kreñv breton.

E derou ar bloavezhioù 80, Gilles leizour, apotiker dre stummadur, a gemer lec’h e dad. Gant ar c’hwant da adlañsañ an uzin lambig, Gilles Leizour a laka en e soñj troiñ ar c’hoñvers etrezeg produiou rannvroel ha krouiñ a ra ar chouchenn Melmor.

1983

Kentañ strilhadennoù wiski.

Bepred o klask gwelladennoù ha stabilded evit an uzin lambig, Gilles Leizour a ziviz, gant skoazell Bernard Le Pallec, ur rener ko͜ñvers, da gemer ur bariadenn risklus : lañsiñ war ar marc’had ar c’henta wiski 100% breton ... ha gall.

1987

Lañsadur ar « WB – Whisky Breton »

War-lerc’h kalz taolioù-esae, ar wiski breton WB, ur c’houblad ennañ 25% wiski malted ha 75% wiski greun, a zo lakaet e gwerz gant gonid e 1987.

1992

Krouidigezh ar « Fine Bretagne » gant Gilles Leizour.

Dalc’hmat gant ar c’hoant da dalvoudekaat an douar pinvidik Breton, Gilles Leizour, entanet gant ar frouezh-mañ ken stag eus Bro Vreizh, a ziviz diorren e « Fine Bretagne » dezhañ e unan en ur implijout ur strilherezh kozh gant ur golonenn gouevr, oajet hogozig kant vloaz. Ar c’hentañ strilhoù a zeuont maez ur pennadig war-lerc’h diouzh ar strilherezh, ar pezh a ro ginidigezh d’ar « Fine Bretagne », krouidigezh Gilles Leizour, hag e 1994 da « Ker » (« Pommeau de Bretagne » AOK).

1993

Sevel ar 1añ uzin lambig dediet da’r wiski er Frañs

E 1993, o peurwellaat e ampartiz, Gilles Leizour en doa lakaet sevel un uzin lambig dediet penn-da-benn d’ar wiski, hag ekipet gant daou strilherezh kouevr war batrom re an uzinoù lambig skoseg.

1998

Lañsadur ar « Pommeau de Bretagne », krouidigezh Gilles Leizour, hag an « Armorik », kentañ malt a ouenn er Frañs.

An « Armorik », kentañ malt a ouenn er Frañs ha Breizh oa lañset ez ofisiel e 1998. Dond a ra ar malt a ouenn-mañ prim da vezañ lusker an uzin lambig.

2001

Sevel ur stalerezh evit ar bresadur ha lakaat e koñvers an heuliad « Bier Breizh ».

Enaouet gant an ampartiz a oa en uzin lambig, Gilles Leizour vrasa stalerezh bresañ an uzin lambig evit fardañ bier. Ur pennadig war-lerc’h, oa lañset an heuliad « Bier Breizh », adbadezet « Diwall » abaoe.

2013

Anvet e oa an « Armorik Double Maturation » ar gwellañ malt a ouenn europat.

Anvet eo Armorik Double maturation ar gwellañ wiski europat er World Whiskies Awards e 2013, ha da c’houde ur vedalenn aour doubl en dez er San Francisco World Spirits Competition 2014. Heuliadoù all Armorik, Armorik Classic hag Armorik Sherry, a vo loreet hag e teuont da gadarnaat brud vad ar malt a ouenn-mañ. An anaoudegezh etrebroadel-mañ a bermet d’ar malt a ouenn Armorik da vezañ gwerzhet ba’r bed a-bezh (ar Sued, ar Stadoù-Unanet, ar C’hanada, an Aostrali, ar Japon, kuz-heol an Europ).

2015

Krouidigezh ar meneg douaroniel « Whisky breton » hag an anvadur orin kontrollet « Fine Bretagne »

Meiz ennañ e oa ret difenn ar vro hag an ampartiz breton, Gilles Leizour en doa en em lakaet asambles gant Kevredigezh ar 17 Erminig da labourat da lakaat Ensavadur Broadel an Anvadurioù Orin (INAO) da roiñ anaoudegezh d’ar « Fine Bretagne ». Krouidigezh an anvadur orin kontrollet « Fine Bretagne » a oa un anaoudegezh veritet evit an ampartiz breton e-keñver al labour graet gant an avaloù. Kemeret en deus an uzin lambig perzh ive e krouidigezh ar meneg douaroniel « Whisky breton » a warantis dre se e c’hlefe pep « Whisky breton » bezañ breset, goet, strilhet ha koshaet e Breizh.

2016

David Roussier a gas oberiantiz ar familh war-raog.

Gilles Leizour a ya war e leve e 2016 ha David Roussier, e vab-kaer, a oa deuet d’an uzin lambig e 2009, a zeu war e lerc’h e penn an embregerezh, o kendelc’hel ar labour sevenet.

2019

Savet e oa bet ur vagazenn ouzhpenn ha digoret e oa bet tachenn degemer Armorik

Labourioù bras graet evit sevel diou vagazenn nevez a bermet tridoublañ ar stalad wiski a zo o koshaat, hag ivez eo bet savet un dachenn degemer nevez, gant ur sal vannañ, un dachenn diskouezadeg hag ur sal lipouziri. An uzin lambig he deus bed ar sertifikad Entreprise du Patrimoine Vivant. Roet gant ar Stad gall, ar sertifikad-mañ a enor evit o gwellentez an embregerezhioù gall gant ampartiz artizanel hag ijinerezhel.

Un uzin lambig vreton, libr hag e daouarn ur familh.

Lañset e Lannuon, en Aochoù an Arvor, war arvor ar vein ruz, uzin lambig Warenghem a zo ur produer evachoù kreñv breton, digabestr hag e daouarn ur familh abaoe ouzhpenn kant vloaz. Strilhañ, bodañ ha boutailhañ reomp an holl produioù a vez ganeomp war-eeun war dachenn an uzin lambig.

En uzin, omp anaoudeg eus hon kiriegezh holleg e-keñver kontantamant hon pratikoù, hag ivez kontantamant hon implijidi, hon keñvererien hag ar gevredigezh en hon korn-bro. Se a sinifi e vez roet pouez braz d’ar priñsipoù a heul :

Lakaat war-raok an dud, an en-dro hag ar galite ;
Lakaat hon divizoù da servijañ evit an hirbad ;
Klask evel pal evidomp ur c’hreskañs padus ha lodennet ;
Bezañ ur c’hoarier a gemer perzh leun e buhez ar vro.

Savet e 1900 evit produiñ ar gwellañ likeurioù, hon uzin lambig en deus ouzphenn kant vloaz a skiant-prenet hag a ampartiz artizanel. Staget da vat d’hon bro hag e broduioù gwirion, gant karantez e strilhomp ar « Fine Bretagne » AOK ha « Pommeau de Bretagne » AOK, hag ar chouchenn vreton vrudet ive.

E 1983, a drugarez da entan Gilles Leizour evit an nevezadur hag ar wiski, an uzin lambig a zo deuet da vezañ ar c’hentañ uzin wiski e Breizh (hag er Frañs). Heritourien an herezh-mañ, holl skipailh an uzin a striv da grouiñ ur malt a ouenn dispar a zerefe evel disked ar spered breton.

E 2019 e oa roet ar sertifikad Entreprise du Patrimoine Vivant (‘Embregerezh ar Glad Beo’) d’an uzin lambig. Roet gant ar Stad, ar sertifikad-mañ a enor evit o gwellentez an embregerezhioù gall gant ampartiz artizanel hag ijinerezhel.

« Hon uzin eo ar c’hentañ uzin wiski en deus bet ar sertifikad-mañ er Frañs. Ar sertifikad a lore an holl labour graet gant skipailh an uzin asambles evit delc’hel un ampartiz hengounel, e-keit-se o telc’hel o strivadennoù evit ar wellentez. »

Hon bro, Breizh

Breizh, e zouaroù hag e dud, eo an hini en deus goveliet spered ha blaz hon produioù.

Staget d’hon bro, e soñjomp anezhi evel un tamm a-bezh-kaer eus fardadur hon produioù :

  • hon dour, a zeu er-maez eus ur faout greunvaen, pil dindan an uzin lambig ;
  • hon edoù (gwinizh breton, ha heiz gall biologel)
  • hon avaloù, diwar gwerjezoù gant un anvadur orin kontrollet, lec’hiet tal ar mor ha dindan 120km eus hon uzin, a zo o troiñ etrezek ar labour-douar biologel.
  • hon hin a vor a zo stag da arvor hanter-noz Breizh…
  • An en-dro-se an hini eo a galvez blaz hon evachoù kreñv.

Abalamour da se, dalc’hmat en deus kemeret an uzin lambig perzh e strivadennoù a-stroll evit roiñ anaoudegezh d’ar merkoù ofisiel a galite, dre-holl ar meneg douaroniel « Whisky breton » hag an anvadurioù orin kontrollet « Pommeau de Bretagne » ha « Fine Bretagne ».

Ar meneg douaroniel Whisky breton
E 2015, an uzin lambig a gemer perzh e krouidigezh ar meneg douaroniel Whisky breton, ar pezh en deus permeted difenn ha broudañ hon « Whisky Breton ». Ar meneg douaroniel a zigas ivez ur gouestl treuswelded evit karourien wiski. Dre-se peb « Whisky breton » pe « Whisky de Bretagne », a c’hle respontiñ da ur c’haier kargoù goulennus hag a warantis e galite hag ampartiz ar strilhour. Ret e dezhañ eta bezañ bet breset gant dour kemeret diwar an douar breton, goet, strilhet ha koshaet e Breizh.

Ar « Fine Bretagne » AOK
Stag mat da roiñ anaoudegezh d’ar produioù hag an ampartiz breton, an uzin lambig en deus en em lakaet, asambles gant Kevredigezh ar 17 Erminig, da dalvoudekaat ar « Fine Bretagne » dre gaout evitañ un anvadur orin kontrollet. E 2015, an evach-mañ – a yae gant ar vartoloded a rae war-dro peskerezh ar morued en Island hag an Douar Nevez – en deus an droet da gaout an anvadur orin kontrollet « Fine Bretagne » ha «Lambig de Bretagne ». Evit gouzout hiroc’h : https://www.maisoncidricoledebretagne.bzh/eau-de-vie-de-cidre-de-bretagne-aoc/

Ar « Pommeau de Bretagne » AOK
Graet e vez ar pommo dre vodañ ur fro avaloù gwasket ez fresk gant lambig breton (« Fine Bretagne » AOK). Graet « harzadur » (mutage) anezhañ, an ampartiz kozh-Noe-mañ zo dalc’het bev hiziv-an-deiz e breizh gant nebeutoc’h eget pemzek produer, labourerien-douar pe artizaned, ha ni en hon uzin lambig er gont. Roet a zo bet un anvadur orin kontrollet d’ar « Pommeau de Bretagne » abaoe 1997.