Lundi au Vendredi  : 10:00 – 12:30     14:00 – 18:30
(17:30 de octobre à mars)

Samedi (juillet/août) : 10:00 – 12:30     14:00 – 18:30

La distillerie est ouverte toute l’année, et aux jours fériés suivants: jeudi de l’Ascension, lundi de Pentecôte, 14 juillet, 15 août.


+33(0)2 96 37 00 08



 

+33(0)2 96 37 00 08

 


 

Distillerie Warenghem – Route de Guingamp, Boutill, 22300 Lannion

 



info@distillerie-warenghem.com

 

 


 

 

Ar stal

 

Image thumbnail

ISTOR AR « FINE BRETAGNE »

Ar « Fine Bretagne », un istor breton.

Breizh a zo bet, abaoe kantvedoù, un douar gant un herezh sistr. Ar « Fine Bretagne » a veze fardet abaoe an XIXvet kantvet war ar maez dre-holl evid bezañ evet er vro peotramant gant ar vartoloded a yae eus perzhier Breizh etrezek peskerezh ar morued en Island hag an Douar Nevez er C’hanada.

E 1992, an uzin lambig a dro etrezek an avaloù.

Dalc’hmat en deus lakaet hon uzin lambig talvoudekaat an douar breton e kalon he diorroadur. E 1992, Gilles Leizour, rener an uzin lambig, a ya pelloc’h gant e nevezadurioù en ur ziorren ur « Fine Bretagne » dezhañ e unan. Entanet gant ar frouezh-mañ ken stag eus Bro Vreizh, divizout a ra d’implijout ur strilherezh kozh gant ur golonenn gouevr (a zalc’h da vond en-dro hiziv-an-deiz) evit strilhañ ur « Fine Bretagne » frouezhet ha pinvidik e vlaz.

Abaoe 2015

Meiz ennañ e oa ret difenn ar vro hag an ampartiz breton, Gilles Leizour en doa en em lakaet asambles gant Kevredigezh ar 17 Erminig da labourat da lakaat Ensavadur Broadel an Anvadurioù Orin (INAO) da roiñ anaoudegezh d’ar « Fine Bretagne ». Embannadur an dekred o spisaat an anvadur orin kontrollet e 2015 a oa ul lore merited mat evit an ampartiz breton e-keñver al labour graet gant an avaloù.