+33(0)2 96 37 00 08



Distillerie Warenghem – Route de Guingamp, Boutill, 22300 Lannion



info@distillerie-warenghem.com


Ar stal

Image thumbnail

HON PRODUIOÙ ALL

HON LIKEURIOÙ

Abaoe ouzhpenn 100 vloaz, e laka uzin lambig Warenghem e ampartiz da servij likeurioù hag evachoù kreñv eus an dibab. E 1900, Léon Warenghem a grouas an « Elixir d’Armorique », ur meskach gouizieg 35 louzaouenn strilhet, ouzhpennet gant ar wiski malt a ouenn a Vreizh. Abaoe, an hengoun a bad hag uzin lambig Warenghem a fard bernioù likeurioù graet gant frouezh ha gant plant. Pep hini a zo fardet gant ar brasañ doujañs evit hengoun hag ampartiz an uzin lambig.

HON MERKOU

Uzin lambig Warenghem a brodu ivez Koublajoù a ya dindan ar merkoù GALLEG, Breizh ha WB.

HON CHOUCHENNOÙ

Evach mojenneg ar Gelted, ar mod da fardañ chouchenn n’eus ket cha͜ñchet anezhañ : implijout a reomp dour eus hon mammenn e Rest Avel, mel ha goedenn evit ar goadur a-benn fardañ hon “mel mor“, ar chouchenn « Melmor ». Gwirion, gant ur blaz pinvidik, hon chouchenn a zo ur bedadenn da zont da welet hon bro vreton, douar ar mojennoù.

AR JIN DIZOÑV

Ken dic’hortoz hag ur zebr e Breizh, setu ar jin breton disuj : Dizoñv. Ur jin artizan strilhet gant uzin lambig Warenghem, a glask bezañ un dimeziñ etre daou arvez Breizh : an douar hag ar mor; an Arvor hag an Argoad

E-barzh ar bodadur louzaouennoù neuze zo skaouarc’h ha lambig sistr, ar pezh a ra ur c’hempouez etre saourioù an iod hag ar frouezh. Holl ampartiz uzin lambig Warenghem a zo gouestlet da servij un dañvadenn verrbad, e unan pe ouzhpennet gant tonik.

HON BIEROÙ

Pell ‘zo deuet da vezañ mestr er biererezh, an uzin lambig a ginnig deoc’h he bieroù eus Lannuon : houblennet skañv ha distanus, didennañ a raint an oll re troet gant ar bieroù artizan. Hon bieroù a zo talvoudekaet a drugarez d’hon spesialdedoù all : ar wiski breton hag ar chouchenn.